Referendom war dizalc'hiezh Bro-Skos (2014)

Alex Salmond ha Nicola Sturgeon, o kabaliñ evit an dizalc'hiezh

Ur Referendom war dizalc'hiezh Bro-Skos zo bet aozet d'an 18 a viz Gwengolo 2014. Goulennet e oa bet « Should Scotland be an independent country? » ("daoust hag ur vro dizalc’h e rank Skos bezañ ?"). Da lavaret eo daoust ha distag diouzh ar Rouantelezh-Unanet e ranke bezañ.

Gallout a rae 4,2 milion a dud tapet 16 vloaz gante kemer perzh er votadeg. Diwar ar 3 623 344 a dud o doa votet (84,59 % eus an dilennerien) e oa bet 44,7 % o votiñ ya ha 55,3 % o votiñ nann.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search